Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

OULPAN 2 - Divizoù  Kentel 1 da Gentel 25

Kentel 1          

a : Pell zo 'm eus ket klevet mann 'bet gant Anita...

b : Drol eo 'lârez se din ka' dec'h 'doa telefonet din.

a : Sell 'ta, ha penaos 'mañ ar bed ganti ?

b : Mat, dimezet eo gant Yann-Fañch Korle.

a : Ya, goût a ran, warlene 'noant kaset ur gartenn din.

b : Ha respontet 'toa dezho ?

a : 'M oa ket

b : Ha goude 'kavez drol pa 'glevez ket mann 'bet gant da gamaladed...

a : Pell zo ne'm eus ket klevet netra gant Anita...

b : Drol eo e lavarez se din rak dec'h he doa pellgomzet din.

a : Sell 'ta, ha penaos emañ ar bed ganti ?

b : Mat, dimezet eo gant Yann-Fañch Korle.

a : Ya, gouzout a ran, warlene o doa kaset ur gartenn din.

b : Ha respontet ez poa dezho ?

a : Ne'm boa ket

b : Ha goude e kavez drol pa ne glevez ket netra gant da gamaladed...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 1

Da à, pour

Kas envoyer

Reiñ (bv.ro) donner

Ro donne

Pok (où) baiser, bisou (s)

Peoc'h paix

Gra ! fais !

Plijadur° plaisir

Krampouezh crêpes

Respont répondre

Pokat embrasser, donner un baiser

Pardoniñ pardonner

Pellgomz téléphoner

Telefoniñ téléphoner

Bed monde, univers

Dimezet marié

Kartenn° (où) carte (s)

Warlene l'année dernière

Kamalad (ed) ami, camarade (s)


Kentel 2          

a : 'N em blij' a rez 'ba' Montroulez ?

b : 'Vit lâret ar wirionez dit, 'ran ket kement-se.

a : Nann ? Petra 'blij ket dit dres ?

b : An amzer... Aet on skuizh gant ar glav.

a : Nag an dud, 'blijont ket dit ?

b : Nann, digas kavan 'nezho...

a : N'eus ket mann 'bet a blij dit ?

b : Nann... E-sell 'maon da zilojañ 'raok pell.

a : En em blijout a rez e Montroulez ?

b : Evit lavaret ar wirionez dit, ne ran ket kement-se.

a : Nann ? Petra ne blij ket dit dres ?

b : An amzer... Aet on skuizh gant ar glav.

a : Nag an dud, ne blijont ket dit ?

b : Nann, digas e kavan anezho...

a : N'eus netra a blij dit ?

b : Nann... E-sell emaon da zilojañ a-raok pell.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 2

Plijout plaire, aimer, apprécier

Sport (où) (du) sport (s)

Chokolad (du) chocolat

Roazhon Rennes

Sonerezh musique

Taolenn° (où) tableau (x)

Poz (ioù) mot, parole

Ne blijan ket dit tu ne m'apprécies pas

Ne blijez ket din je ne t'apprécie pas

En em blijout se plaire

Montroulez Morlaix

Gwirionez° vérité

Kement-se tant que ça

Dres exactement, au juste

Aet on skuizh gant j'en ai marre de (oral fr.)

Digas distant, indifférent

Bezañ e-sell avoir l'intention de

Dilojañ déménager

A-raok pell d'ici peu, avant longtemps


Kentel 3          

a : Tomm 'walc'h eo dit ?

b : Ya, tomm 'walc'h eo din... perak ?

a : Yen eo din un tamm. N'hallez ket enaouiñ an dommerez ?

b : Nann, n'hallan ket siwazh, drailhet eo. Ret eo din dresañ 'nezhi.

a : Ya, poent bras eo dit, 'mañ ar goañv o tont...

b : Gall' a ran prestañ ur stammen dit ma 'teus c'hoant.

a : Ya, laouen. Mersi dit.

a : Tomm a-walc'h eo dit ?

b : Ya, tomm a-walc'h eo din... perak ?

a : Yen eo din un tamm. Ne c'hallez ket enaouiñ an dommerez ?

b : Nann, ne c'hallan ket siwazh, torret eo. Ret eo din dresañ anezhi.

a : Ya, poent bras eo dit, emañ ar goañv o tont...

b : Gallout a ran prestañ ur stammen dit ma' c'h eus c'hoant.

a : Ya, laouen. Trugarez dit.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 3

Ret nécessaire

Poent point

Poent eo il est temps

Gwell mieux

Gwell eo il vaut mieux

Mat eo din ça me convient, je suis d'accord pour

Brav eo din je suis heureux, je me plains pas

Tomm eo din j'ai chaud

Arabat "il ne faut pas que"

Arabat eo din il ne faut pas que je...

Yen froid

N'hallez ket (ne c'hallez ket) tu ne peux pas, ne peux-tu pas ?

Enaouiñ allumer

Tommerez° (ed) radiateur (s)

Torret cassé, qui ne fonctionne plus

Drailhet cassé, qui ne fonctionne plus

Dresañ réparer

Prestañ prêter

Laouen joyeux, volontiers

  


Kentel 4          

a : Debret eo koan ganeoc'h ?

b : N'eo ket tre. Perak ?

a : 'Peus ket c'hoant da zont da evañ un banne ganin ?

b : N'hallomp ket siwazh, 'meump ket arc'hant ken.

a : N'oc'h ket bet paeet 'vit an deizioù ?

b : Geo, met dispignet eo bet tout an traoù gant Rozenn.

a : Penaos 'deus graet he c'hont

b : Kerzh da c'hoût ...

a : Debret eo koan ganeoc'h ?

b : N'eo ket tre. Perak ?

a : N'hoc'h eus ket c'hoant da zont da evañ un banne ganin ?

b : Ne c'hallomp ket siwazh, n'hon eus ket arc'hant ken.

a : N'oc'h ket bet paeet evit an deizioù ?

b : Eo, met dispignet eo bet tout an traoù gant Rozenn.

a : Penaos he deus graet he c'hont

b : Kae da c'houzout ...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 4

Lein° petit déjeuner

Merenn° repas du midi

Koan° repas du soir

Ijinañ inventer

Terriñ (bv.torr) casser

Gloazañ blesser

Choaz choisir

Souezhet étonné

Nec'het inquiet

Erru arrivé

A'i (oral fam. de erru) arrivé

Grizhil (de la) grêle

Tre tout à fait

Banne (où) "verre de" (s)

Paeañ payer

Evit an deizioù ces jours-ci

Dispign dépenser

Kont° compte

Kae / Kerzh ! va ! (imp. de Mont)


Kentel 5          

a : P'lec'h 'vi 'benn arc'hoazh da noz ?

b : 'Oaran ket c'hoazh, perak ?

a : Me 'vo en Nabu adalek nav eur... Setu, ma' kavez hir da amzer...

b : Da-hun' 'vi ?

a : 'Vin ket, 'vin ket, ma breur ha ma c'henderv 'vo ganin.

b : Na da genitervezed, 'vefont ket eno ?

a : Nann, ar re-mañ 'vo 'seniñ 'ba' ur fest bennaket 'ba' Brest.

b : N'on ket sur da zont... Marteze, met 'brometan ket mann 'bet.

a : Pelec'h e vi warc'hoazh da noz ?

b : N'ouzon ket c'hoazh, perak ?

a : Me a vo en Nabu adalek nav eur... Setu, mar kavez hir da amzer...

b : Da-unan e vi ?

a : Ne vin ket, ne vin ket, ma breur ha ma c'henderv a vo ganin.

b : Na da genitervezed, ne vint ket eno ?

a : Nann, ar re-mañ a vo o seniñ en ur fest bennak e Brest.

b : N'on ket sur da zont... Marteze, met ne brometan netra.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 5

Warc'hoazh demain

Diwezhat tard

Foulet pressé, foulé, très occupé

Fenoz ce soir

Goude après

Kreisteiz midi

Pred (où) repas

A-benn arc'hoazh à demain (oral)

Adalek à partir de

Nav eur neuf heures

Setu voici, voilà, donc, alors

Da-unan seul (toi)

Kenderv cousin

Keniterv° (ezed) cousine (s)

Seniñ sonner, jouer de la musique

Fest (où) fête (s)

Marteze peut-être

Prometiñ promettre


Kentel 6          

a : Gwelet 'vefet 'benn disadorn 'vit eured ma nizez ?

b : Ya, met 'vefomp ket gwelet 'raok nav eur noz.

a : 'Vefet ket gwelet na 'ba'n ti-kêr na 'vit ar friko ?

b : Nann, ret 'vo dimp chom 'ba'r gêr da eveshaat ar babig.

a : An dud nevez 'vo dipitet ganeoc'h.

b : Ya, goût 'walc'h 'ran met n'hallomp ket o'r 'mod all...

a : N'hallit ket dont un tamm abretoc'h ? 'Tro eizh eur ?

b : Klasket 'vo... Met n'hallan ket touiñ mann 'bet dit.

a : Gwelet e viot disadorn evit eured ma nizez ?

b : Ya, met ne vimp ket gwelet a-raok nav eur noz.

a : Ne viot ket gwelet nag en ti-kêr nag evit ar friko ?

b : Nann, ret e vo dimp chom er gêr da eveshaat ar babig.

a : An dud nevez a vo dipitet ganeoc'h.

b : Ya, gouzout a-walc'h a ran met ne c'hallomp ket ober e mod all...

a : Ne c'hallit ket dont un tamm abretoc'h ? E-tro eizh eur ?

b : Klasket e vo... Met ne c'hallan ket touiñ netra dit.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 6

Sikour aider

Dizoleiñ découvrir

Dizoloet découvert

Gourdrouz menacer, gronder

Lakaat mettre

Eured (où) mariage (s)

Nizez (ed) nièce (s)

Na ni

Nag ni (devant voy.)

Friko (ioù) repas de mariage

Eveshaat surveiller

Babig (où) bébé (s)

Nevez neuf

An dud nevez les jeunes mariés

Dipitet déçu

A-hend-all autrement

E mod all autrement

E-tro aux alentours de

Touiñ jurer, promettre solennellement


Kentel 7          

a : Petra 'to da derriñ da sec'hed ? Ur banne bier ?

b : 'Mo ket, peotramant 'mo poan-benn war-lerc'h.

a : 'To ket poan-benn gant un tamm banne bihan...

b : Geo, n'on ket paotr an alkool, goût 'walc'h a rez...

a : Bon... Petra 'to neuze ?

b : Ur banne te 'vo mat din.

a : Bez' 'to ur banne laezh gantañ ?

b : Ya, laezh ha sukr mar plij.

a : Petra az po da derriñ da sec'hed ? Ur banne bier ?

b : N'em bo ket, peotramant em bo poan-benn war-lerc'h.

a : Ne'z po ket poan-benn gant un tamm banne bihan...

b : Eo, n'on ket paotr an alkool, gouzout a-walc'h a rez...

a : Ma... Petra az po neuze ?

b : Ur banne te a vo mat din.

a : Bez' ez po ur banne laezh gantañ ?

b : Ya, laezh ha sukr mar plij.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 7

Sistr (du) cidre

Bier (de la) bière

Frouezh (des) fruits

Bara (du) pain

Aval (où) pomme (s)

Chaous (où) (de la) sauce

Muioc'h plus

Keuz (du) regret

Kaout keuz regretter

Keloù nouvelle

Kaout keloù avoir des nouvelles

Terriñ (bv. torr) casser, rompre, calmer

Terriñ da sec'hed calmer ta soif

Sec'hed soif

Peotramant ou alors, ou sinon

Poan-benn° mal de tête

War-lerc'h après, après ça, ensuite

Alkool (de l') alcool

Paotr an alkool amateur d'alcool

Laezh lait

Sukr (du) sucre

Bez' contraction de Bezañ

Bez' explétif utilisé fréquemment

Bez' sans modif. du sens de la phrase.


Kentel 8          

a : Dont 'ri du-mañ 'benn disul da lidañ ma deiz-ha bloaz ?

b : Ya, dont 'walc'h, ur bern tud a zeuy ?

a : Un tregont bennak ma 'm eus kontet mat.

b : Petra 'lâro da amezeien pa welfonf kemend-all a dud ?

a : Bouzar int, setu 'larfont ket mann 'bet 'michañs.

b : Da bet eur 'komañso an abadenn ?

a : Da deir eur, soñj 'to ?

b : Ya, laouen, 'benn disul da deir eur, n'ankouain ket...

a : Dont a ri du-mañ disul da lidañ ma deiz-ha bloaz ?

b : Ya, dont a-walc'h, ur bern tud a zeuy ?

a : Un tregont bennak ma 'm eus kontet mat.

b : Petra a lavaro da amezeien pa welint kemend-all a dud ?

a : Bouzar int, setu ne lavarint netra emichañs.

b : Da bet eur a krogo an abadenn ?

a : Da deir eur, soñj az po ?

b : Ya, laouen, disul da deir eur, n'ankounac'hain ket...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 8

Digeriñ (bv. digor) ouvrir

Prenestr (er) fenêtre (s)

Distaliañ débarasser

Pe ou, ou bien

Du-mañ chez moi, chez nous

Lidañ célébrer, fêter

Deiz-ha-bloaz anniversaire

Bern (ioù) tas

Tregont trente

Kontañ compter, conter, raconter

Amezeg (amezeien) voisin (s)

Kemend-all autant de (...)

Bouzar sourd

Komañs commencer

Kregiñ (bv. krog) commencer

Abadenn° (où) séance (s)

Kaout soñj se souvenir

Ankouaat oublier

Ankounac'haat oublier


Kentel 9          

a : Plij' 'rae ar skol dit pa oas krennard ?

b : 'Rae ket kalz... Alies-mat 'raen skol-louarn.

a : Mann 'bet 'blije dit 'ba'r skol ?

b : Nann... Geo ! Ar gelennerez alamaneg.

a : Kelenn mat 'rae ?

b : 'Oa ket se, 'gomprenen ket 'pezh a lâre,

      met aet 'oan sot gant he daoulagad...

a : Plijout a rae ar skol dit pa oas krennard ?

b : Ne rae ket kalz... Alies-mat e raen skol-louarn.

a : Netra ne blije dit er skol ?

b : Nann... Eo ! Ar gelennerez alamaneg.

a : Kelenn mat a rae ?

b : Ne oa ket se, ne gomprenen ket ar pezh a lavare,

      met aet e oan sot gant he daoulagad...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 9

Gwezhall (gwechall) autrefois

Pa quand

Studier (ien) étudiant (s)

Iskis étrange

Kalz a dra grand chose

Goulenn demander, vouloir

Goulennet demandé

Goulet demandé, voulu

Ar pezh a ce qui, ce que

Skol° (ioù) école (s)

Krennard (ed) adolescent (s)

Krennardenn° (ed) adolescente (s)

-Mat très (...)

Skol-louarn° école buissonière

Kelenner (ien) professeur (s)

Kelennerez° (ed) professeur° (s)

Alamaneg allemand (langue)

Kelenn enseigner

Sot sot, fou, amoureux


Kentel 10          

a : Pet stajiad 'peus bet er s'un-mañ ?

b : Un tregont bennak... Gortozit, 'maon 'vont da gontañ resis...

a : N'eo ket ret...

b : ...Seitek plac'h hag unnek paotr, nav den warn-ugent 'tre tout.

a : Se zo eizh den warn-ugent...

b : Sur oc'h ?

a : Ya, Ya, graet 'm boa studioù matematik pa oan yaounkoc'h.

b : A bon... 'benn ar fin n'eus ket bet 'met eizh stajiad warn-ugent...

a : Pet stajiad hoc'h eus bet er sizhun-mañ ?

b : Un tregont bennak... Gortozit, emaon o vont da gontañ resis...

a : N'eo ket ret...

b : ...Seitek plac'h hag unnek paotr, nav den warn-ugent etre tout.

a : Se zo eizh den warn-ugent...

b : Sur oc'h ?

a : Ya, Ya, graet em boa studioù jedoniezh pa oan yaounkoc'h.

b : A bon... A-benn ar fin n'eus bet nemet eizh stajiad warn-ugent...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 10

Marc'h (kezeg) cheval (aux), étalon (s)

Maouez° (ed) femmes (s)

Trizek treize

Pemzek quinze

Triwec'h dix-huit

Beajour (ien) voyageur (s)

Kilo (ioù) kilo (s)

(...)Warn-ugent vingt (et) (...)

Dek dix

Ugent vingt

Seitek dix-sept

Unnek onze

Stajiad (stajidi) stagiaire (s)

Sizhun° semaine

Resis précis, précisément

Studi° (où) étude (s)

Matematik mathématique(s)

Jedoniezh° Mathématique (calcul)

A-benn ar finn au bout du compte


Kentel 11          

a : 'Mañ an eur ganit ?

b : Ya. Div eur hanter, end-eeun.

a : Gac'h ! Abred out, n'out ket ?

b : A nann 'vat, piloù ma montr zo nevez-flamm.

a : Ret eo din skarzhañ buan, un treñ 'm eus da dapout da deir eur 'met ugent...

b : Diaes 'vo dit tapout 'ne'añ... Ma 'teus c'hoant 'c'hallan kas 'hanout...

a : War da draouilh kozh ? Biken james ! Gwelloc'h ganin redek !

a : Emañ an eur ganit ?

b : Ya. Div eur hanter, end-eeun.

a : Gac'h ! Abred out, n'out ket ?

b : A nann 'vat, piloù ma montr zo nevez-flamm.

a : Ret eo din skarzhañ buan, un tren am eus da dapout da deir eur nemet ugent...

b : Diaes e vo dit tapout anezhañ... Mar ec'h eus c'hoant e c'hallan kas ac'hanout...

a : War da draouilh kozh ? Biken james ! Gwelloc'h ganin redek !

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 11

Seizh sept

Pemp cinq

Kard (où) quart (s)

Hanter° moitié, demi

Hanternoz minuit

End-eeun exactement

Gac'h pu...rée

A nann 'vat ! ah non alors !

Pil (où) pile (s)

Montr (où) montre (s)

Nevez-flamm tout neuf (flambant neuf)

Skarzhañ vider, déguerpir, "se barrer"

Buan vite

Treñ (ioù) train (s) (oral)

Tren (ioù) train (s)

Diaes difficile

Traouilh treuil, "vieux vélo", "vieille moto"

Biken james jamais de la vie


Kentel 12          

a : Kaerat morzhol zo ganit !

b : Trugarez, 'maon 'paouez prenañ 'ne'añ gant ur marc'hadour-red.

a : Pegement eo koustet dit ?

b : 'Oa ket ker... Pemzek lur ha tri-ugent. Un distaol 'm eus bet.

a : Peseurt priz 'ginnige dit da gomañs ?

b : Naontek lur ha tri-ugent.

a : Te 'oar an tu da varc'hata...

b : Aes eo ober goap... Ret din prenañ poentennoù bremañ...

a : Kaerat morzhol zo ganit !

b : Trugarez, emaon o paouez prenañ anezhañ gant ur marc'hadour-red.

a : Pegement eo koustet dit ?

b : Ne oa ket ker... Pemzek lur ha tri-ugent. Un distaol am eus bet.

a : Peseurt priz a ginnige dit da gomañs ?

b : Naontek lur ha tri-ugent.

a : Te a oar an tu da varc'hata...

b : Aes eo ober goap... Ret din prenañ poentennoù bremañ...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 12

Peroked (perokidi) perroquet (s)

Poentenn° (où) pointe (s)

Daou-ugent quarante

Pevar-ugent quatre-vingt

Morzhol (ioù) marteau (x)

Gwimeled° (où) vrille (s)

Naer° (ed) serpent (s)

Razh (ed) rat (s)

Kaerat quelle beau, belle !

Bezañ o paouez venir de (faire quelque chose)

Marc'hadour-red marchand ambulant

Koustañ coûter

Distaol (ioù) rabais (remise)

Priz (ioù) prix

Kinnig proposer (présenter)

Tu (ioù) côté, manière (s)

Marc'hata marchander

Aes facile

Ober goap se moquer


Kentel 13          

a : Ar bet 'maomp hiziv ?

b : N'on ket sur, gortoz... An nav warn-ugent a viz Meurzh.

a : Ha peseurt deiz 'tistroio Pamela deus Boulan-Mator ?

b : N'eo ket Boulan-Mator, Oulan-Bator 'ni eo... D'ar bemp a viz Ebrel.

a : D'an deiz-mañ penn-s'un !

b : Ya, diriaou a zeu. Pegeit zo 'teus ket gwelet 'ne'i ?

a : Se 'ra daou viz, tri devezh, pemp eurvezh ha... teir munutenn.

b : Parfetaat 'ri ur wezh bennak peotramant chom sot da viken ?

a : Ar bet emaomp hiziv ?

b : N'on ket sur, gortoz... An nav warn-ugent a viz Meurzh.

a : Ha peseurt deiz e tistroio Pamela eus Boulan-Mator ?

b : N'eo ket Boulan-Mator, Oulan-Bator an hini eo... D'ar bemp a viz Ebrel.

a : D'an deiz-mañ penn-sizhun !

b : Ya, diriaou a zeu. Pegeit zo n'ec'h eus ket gwelet anezhi ?

a : Se a ra daou viz, tri devezh, pemp eurvezh ha... teir munutenn.

b : Parfetaat a ri ur wezh bennak peotramant chom sot da viken ?

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 13

Miz Genver janvier

Miz Du novembre

Emvod (où) réunion (s)

Gouel (ioù) fête

Arnodenn° (où) examen (s)

D'ar Sul le dimanche en général

Ar bet emaomp ? le combien sommes-nous ?

Miz Meurzh mars

Distreiñ retourner, revenir (de)

Miz Ebrel avril

Penn-Sizhun en huit

(...) a zeu qui vient

Pegeit combien de temps

Devezh (ioù) jour, journée (s)

Eurvezh° (ioù) heure (s)

Munutenn° (où) minute (s)

Perfetaat devenir plus sérieux, mûrir

Peotramant autrement

Chom sot rester idiot (stupide)

Da viken à jamais


Kentel 14          

a : Drailhet eo an traoù 'tre da c'hoar ha Yann ?

b : Ya, echu 'baoe un dek devezh bennak.

a : Petra 'neus graet Yann c'hoazh ?

b : N'ouzon ket dre just, met ma c'hoar zo fuloret deuzoutañ.

a : Disheñvel-mat int an eil diouzh egile, n'int ket ?

b : Geo... ha Yann 'blij dezhañ lugerniñ deuzh ar merc'hed all...

a : Ha peanaos 'mañ kont gant da c'hoar, n'eo ket re drist ?

b : Geo, 'm eus aon, met 'bado ket pell...

a : Drailhet eo an traoù etre da c'hoar ha Yann ?

b : Ya, echu eo abaoe un dek devezh bennak.

a : Petra en deus graet Yann c'hoazh ?

b : N'ouzon ket dre just, met ma c'hoar zo fuloret outañ.

a : Disheñvel-mat int an eil diouzh egile, n'int ket ?

b : Eo... ha Yann a blij dezhañ lugerniñ ouzh ar merc'hed all...

a : Ha peanaos emañ kont gant da c'hoar, n'eo ket re drist ?

b : Eo, 'm eus aon, met ne bado ket pell...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 14

Deuzh (oral) Ouzh & Diouzh

Skramm (où) écran (s)

Kaz haine

Gwarizi° jalousie

Truez° pitié

Fachet fâché

Heñvel (ouzh) semblable (à)

Drouk méchant

Disheñvel (diouzh) différent (de)

Etre entre

Echu fini

Dre just précisément, très bien

Fuloret furieux

An eil (...) egile l'un ... l'autre

Lugerniñ (ouzh) regarder lubriquement

Trist triste

Padout durer

Ouzh contre, à (proximité)

Diouzh contre, à (éloignement)


Kentel 15          

a : 'B'lamour da betra 'rez ke' met sellet deuzoudon ?

b : 'Teus ket gwelet da benn ar mintin-mañ ?

a : 'N em gavet 'oan gant Tina dec'h da noz 'ba'r Macumba, Tina Kere deus Karaez,

     soñj 'teus deuzouti ?

b : Ya, ya, soñj mat 'm eus deuzouti ... Ha deus he c'hoar 'vez.

a : Domaj eo 'oas ket deuet, ur strollad samba 'oa ha n'oa ket fall.

b : Deus p'lec'h 'oa ar sonerien ?

a : Daou deuzouto 'oa Bretoned hag ar re all 'oa Brazilianed.

a : Perak ne rez nemet sellet ouzhiñ ?

b : N'ec'h eus ket gwelet da benn ar mintin-mañ ?

a : En em gavet e oan gant Tina dec'h da noz er Macumba

     Tina Kere eus Karaez, soñj ec'h eus anezhi ?

b : Ya, ya, soñj mat em eus anezhi ... Hag eus he c'hoar ivez.

a : Domaj eo ne oas ket deuet, ur strollad samba a oa ha ne oa ket fall.

b : Eus pelec'h e oa ar sonerien ?

a : Daou anezho a oa Bretoned hag ar re all a oa Brazilianed.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 15

Deus (oral) Eus

Kaout soñj se souvenir (de)

Dremm° (où) visage

Kaout ezhomm avoir besoin (de)

Delch'er (bv. dalc'h) tenir

Dalc'het tenu

Delc'her soñj se rappeler, garder en mémoire

Dont a-benn venir à bout

Keloù nouvelle

Abalamour da betra pourquoi

En em gavout (gant) rencontrer

Karaez Carhaix

Ivez aussi, également

Strollad (où) groupe (s)

Samba samba

Soner (ien) musicien (s)

Breton (ed) breton (s)

Brazilian (ed) brésilien (s)

Ar re all les autres


Kentel 16          

a : P'lec'h 'tremeni da vakansoù en hañv-mañ ?

b : War Inizi Kergelenn, 'vel bep bloaz...

a : 'Gavez ket hir an amzer eno ?

b : Nann 'vat, dalc'hmat 'kavan traoù d'ober, 'vên ket enoeet james.

a : Petra 'rez pa vez dirollet an amzer, gwriat, ober stamm ?

b : Pa vez re fall an amzer 'choman 'ba'r gwasked ha 'zisplij ket din.

a : 'Vêz ket klañv war vor pa rankez tapout ar vag ?

b : Nann, war mor 'vên ket diaes james...

a : Pelec'h e tremeni da vakansoù en hañv-mañ ?

b : War Inizi Kergelenn, evel bep bloaz...

a : Ne gavez ket hir an amzer eno ?

b : Nann avat, atav e kavan traoù d'ober, ne vezan ket enoeet morse.

a : Petra a rez pa vez dirollet an amzer, gwriat, ober stamm ?

b : Pa vez re fall an amzer e choman er gwasked ha ne zisplij ket din.

a : Ne vezez ket klañv war vor pa rankez tapout ar vag ?

b : Nann, war mor ne vezan ket diaes morse...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 16

Enoeet qui s'ennuie

Tagnous teigneux, difficile à vivre

James jamais

Mor (ioù) mer (s)

Nac'h refuser, dire non

Plegañ plier, se plier, céder

Atav toujours

Hañv été

Enez° (inizi) île (s)

Evel comme

Bep chaque (avec adv.de temps)

Dalc'hmat stnonime de Atav (toujours)

Dirollet déchaîné

Gwriat coudre

Ober stamm tricoter

Gwasked abri

Displijout déplaire

Bag° (ioù) bateau (x)

Morse jamais


Kentel 17          

a : 'Vêz ket gwelet gwall alies er mare-mañ...

b : Nann, gwir eo, goût a ran, met ret eo din espern ma arc'hant.

a : 'Maout e-soñj da brenañ un urzhiataer nevez ?

b : 'Maon ket. E-sell 'maon da dremen ur bloavezh 'ba' Bamako.

a : Jezuz ! Peseurt yezh 'vez komzet eno ?

b : Bambara. Komañset on da zeskiñ tammoù frazennoù.

a : Ya, petra 'vez graet deus "yec'hed mat" e bambara ?

b : Se, n'on ket kat da lâret dit, 'm eus ket desket se c'hoazh.

a : Ne vezez ket gwelet gwall alies er mare-mañ...

b : Nann, gwir eo, gouzout a ran, met ret eo din espern ma arc'hant.

a : Emaout e-soñj da brenañ un urzhiataer nevez ?

b : N'emaon ket. E-sell emaon da dremen ur bloavezh e Bamako.

a : Jezuz ! Peseurt yezh a vez komzet eno ?

b : Bambara. Krog on da zeskiñ tammoù frazennoù.

a : Ya, petra a vez graet eus "yec'hed mat" e bambara ?

b : Se, n'on ket gouest da lavaret dit, ne'm eus ket desket se c'hoazh.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 17

E-giz-se comme ça

Italianeg italien (langue)

Rusianeg russe (langue)

Divontañ démonter

Goprañ rémunérer

Anavezout connaître, reconnaître

Mare (où) moment (s)

Espern épargner, économiser

Bezañ e-soñj avoir dans l'idée (penser à)

Urzhiataer (ioù) ordinateur (s)

Bezañ e-sell avoir l'intention

Bloavezh (ioù) année (s)

Jezuz !  : Jesus Marie Joseph

Bambara bambara (langue africaine)

Bezañ komañset avoir commencé (oral)

Bezañ krog avoir commencé

Frazenn° (où) phrase (s)

Petra a vez graet eus comment dit-on ?

Yec'hed mat Santé ! ( à la tienne, à la vôtre)


Kentel 18          

a : P'lec'h 'poa graet ho peaj-eured ?

b : War an Amazon, hedet 'moamp ar stêr penn-da-benn.

a : Sell 'ta, digustum 'walc'h eo se, 'n em blijet 'poa ?

b : Ya, met gleb-mat 'oa an traoù, bemdez 'veze barradoù arnev...

a : 'Vezec'h ket lakaet diaes gant ar moustiked ?

b : Ma gwaz 'veze, met me 'vezen ket en tu all da se.

a : Nag an naered ?

b : 'Moamp ket gwelet kalz deuzouto, met 'mes tra 'veze ret diwall.

a : Pelec'h ho poa graet ho peaj-eured ?

b : War an Amazon, hedet hor boa ar stêr penn-da-benn.

a : Sell 'ta, digustum a-walc'h eo se, en em blijet ho poa ?

b : Ya, met gleb-mat e oa an traoù, bemdez e veze barradoù arnev...

a : Ne vezec'h ket lakaet diaes gant ar moustiked ?

b : Ma gwaz a veze, met me ne vezen ket en tu all da se.

a : Nag an naered ?

b : N'hor boa ket gwelet kalz anezho, met memes tra e veze ret diwall.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 18

Gwisket habillé

Cheuc'h "chic", "classe"

Bemnoz tous les soirs

Bec'h fardeau, difficulté, grabuge

Kurun tonnerre

Broudañ aiguilloner, piquer

Beaj-eured° voyage de lune de miel

Stêr° (ioù) rivière, fleuve (s)

Hedañ longer

Penn-da-benn d'un bout à l'autre (complètement)

Digustum hors du commun, inhabituel

Gleb humide

Barrad (où accès, coup, coup de vent

Arnev orage

Lakaat diaes gêner, incommoder

Moustik (ed) moustique (s)

En tu all da se plus que ça

Naer° (ed) serpent (s)

Diwall faire attention


Kentel 19          

a : Petra 'rez pa 'tez poan-gein ?

b : Perak 'c'houlez se ? Poan-gein 'teus ?

a : Ya, ur spont ! A-boan ma c'hallan fiñval.

b : Me, 'mez ket poan-gein alies 'met pa 'mez riboulet 'pad an noz.

a : Ha petra 'rez pa vêz tapet 'giz-se ?

b : Chom 'ran gourvezet war ma gwele ha lakaat un dra bennak tomm

     dindan ma c'hein ha goude ur pennad 'mez ket poan ken.

a : Ma, 'maon 'vont da glask ober se... Lâret 'rin dit ma vez efedus.

a : Petra a rez pa'z pez poan-gein ?

b : Perak e c'houlez se ? Poan-gein ac'h eus ?

a : Ya, ur spont ! A-boan ma c'hallan fiñval.

b : Me, ne'm bez ket poan-gein alies nemet pa'm bez riboulet e-pad an noz.

a : Ha petra a rez pa vezez tapet e-giz-se ?

b : Chom a ran gourvezet war ma gwele ha lakaat un dra bennak tomm

     dindan ma c'hein ha goude ur pennad ne'm bez ket poan ken.

a : Ma, emaon o vont da glask ober se... Lavaret a rin dit mar bez efedus.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 19

Poan-gein° mal de dos

Poan-spered° tracas, "blues"

Mezh° (de la) honte

Diwiskañ se déshabiller

Lonkañ avaler

Diegi° paresse

Kaout kaer avoir beau (faire quelque chose)

Spont terreur

A-boan (ma) c'est à peine (si)

Fiñval bouger

Nemet sauf

Riboulat faire la fête

Tapet : pris, attrapé

Gourvezet allongé

Pennad (où) moment (s)

Ma vez (cf) Mar bez si d'aventure c'est, il y a...

Mar bez si d'aventure c'est, il y a...


Kentel 20          

a : P'lec'h 'mañ ho mab 'labourat ?

b : 'Ba' ur blantadeg bananez 'kichen Abidjan.

a : Dleout 'ra bezañ start labourat 'ba' tommder an trovanoù...

b : A'i eo kustum, da gomañs 'neze taolioù-heol, gorioù ha

     terzhiennoù a bep seurt met bremañ 'nez ket ken.

a : Ha pegen alies 'pez keloù digantañ ?

b : Da gomañs 'meze ul lizher hir bep s'un, met a-boan

     ma' 'mez ur gartenn ar miz bremañ...

a : Pelec'h emañ ho mab o labourat ?

b : En ur blantadeg bananez e-kichen Abidjan.

a : Dleout a ra bezañ start labourat e tommder an trovanoù...

b : Erru eo kustum, da gomañs en deze taolioù-heol, gorioù ha

     terzhiennoù a bep seurt met bremañ n'en dez ket ken.

a : Ha pegen alies ho pez keloù digantañ ?

b : Da gomañs em beze ul lizher hir bep sizhun, met a-boan

     ma'm bez ur gartenn ar miz bremañ...

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 20

Bep tro chaque fois

Fav (des) fèves

Fer (des) lentilles

Kaol (du) choux

Distekiñ écarter, "décoller", "décoincer"

Keginañ cuisiner

Kudenn° (où) écheveau, problème (s)

Gor (ioù) abcès

Tell-gastiz° (telloù-kastiz) amende

Plantadeg° (où) plantation

Bananez (des) bananes

Tommder chaleur

Trovañ (où) tropique

Kustum habitué

Taol-heol (où) coup de soleil (s)

Terzhienn° (où) fièvre

A bep seurt de toutes sortes

Pegen alies ? tous les combiens ?

Digant de (la part de)


Kentel 21          

a : Soñj 'teus deus Tudual Jebrig ?

b : Tudual Jebrig... 'M eus ket 'vat... Ha koulskoude...

a : Unan hag a oa 'ba'r skol-veur ganimp, blev rodellet dezhañ.

b : Tudual Jebrig... Se zo un anv 'm eus klevet c'hoazh...

a : Un tarin a baotr deus Bro-Dreger hag a oa 'studial ar ragistor...

b : Ya, ya, soñj 'm eus bremañ, ha c'hoazh 'noa ur gamaradez a veze

     graert skañvbenn deuzouti, unan na rae ke' me' koll he faperioù.

a : Ya, hennezh 'ni eo. Pedet on bet da zont d'o eured ar miz a zeu.

a : Soñj ec'h eus eus Tudual Jebrig ?

b : Tudual Jebrig... Ne'm eus ket 'vat... Ha koulskoude...

a : Unan hag a oa er skol-veur ganimp, blev rodellet dezhañ.

b : Tudual Jebrig... Se zo un anv am eus klevet c'hoazh...

a : Un tarin a baotr eus Bro-Dreger hag a oa o studial ar ragistor...

b : Ya, ya, soñj am eus bremañ, ha c'hoazh en doa ur gamaradez a veze

     graet skañvbenn anezhi, unan na rae nemet koll he faperioù.

a : Ya, hennezh an hini eo. Pedet on bet da zont d'o eured ar miz a zeu.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 21

a particule relative "que & qui" en français.

Bragoù (brageier) pantalon (s)

Roched° (où) chemise (s)

Gouelañ pleurer

Karet aimer

Setu aze voilà

Maen (mein) pierre (s)

Sirius sérieux

Skol-veur° (ioù-meur) université (s)

Rodellet bouclé

Un tarin a baotr un molosse, costaud

Bro-Dreger le Pays de Tréguier

Studial étudier

Ragistor préhistoire

Kamaradez° (ed) amie (s)

Skañvbenn tête en l'air

Paperioù papiers

Pediñ inviter


Kentel 22          

a : Glenn 'neus lâret din 'noa kenlabouret gant ar CIA

     pa oa 'vevañ er Stadoù-Unanet.

b : Ha te 'teus kredet 'n'añ "vel-just...

a : Ya... Perak 'lârez se ?

b : 'Me 'soñj din out un den hegredik un tammig...

a : 'Maout o klask lâret din 'neus livet gevier din ?

b : O ya ! Hennezh n'eo ket taget diwar e gentañ gaou !

a : Ha me hag a soñje ganin 'oa bet hennezh ur gwir spier.

a : Glenn en deus lavaret din en doa kenlabouret gant ar CIA

     pa oa o vevañ er Stadoù-Unanet.

b : Ha te ac'h eus kredet anezhañ evel-just...

a : Ya... Perak e lavarez se ?

b : 'Me a soñj din out un den hegredik un tammig...

a : Emaout o klask lavaret din en deus livet gevier din ?

b : O ya ! Hennezh n'eo ket taget diwar e gentañ gaou !

a : Ha me hag a soñje ganin e oa bet hennezh ur gwir spier.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 22

Me a gav din je pense, je crois que ...

Me a soñj din = Me a gav din je pense, je crois que ...

Gaou mensonge, faux

Grevus grave

Ne gav ket dit tu ne penses pas que...

Ne soñj ket dit tu ne penses pas que...

Kenlabourat collaborer

Bevañ vivre

Stad° (où) état

Unanet uni

Krediñ croire

Evel-just bien sûr

Hegredik crédule

Livañ gevier raconter des mensonges

Tagañ étouffer, suffoquer, étrangler

Diwar des suites de

Me a soñj ganin je me figure

Spier (ien) espion (s)


Kentel 23          

a : 'Peus ket c'hoant da zont da besketa ganin war ma jonkenn ?

b : Geo, met aon 'meump da dapout kleñved ar mor...

a : 'Peus ket ezhomm da gaout aon. Kalm-gwenn 'vo 'pad an deiz.

b : Sur out ?

a : Ya, ya, selaouet 'm eus ar c'heleier, amzer sioul zo prometet.

b : Ma' lârez... Met ret eo dimp chaokat un dra bennak 'raok...

a : N'eus ket amzer, pignit 'ba'r bourzh ! Moaien 'vo da zebriñ war vor

     leizh a draoù lipous 'm eus da derriñ ho naon.

a : N'hoc'h eus ket c'hoant da zont da besketa ganin war ma jonkenn ?

b : Eo, met aon hon eus da dapout kleñved ar mor...

a : N'hoc'h eus ket ezhomm da gaout aon. Kalm-gwenn e vo e-pad an deiz.

b : Sur out ?

a : Ya, ya, selaouet em eus ar c'heleier, amzer sioul zo prometet.

b : Mar lavarez... Met ret eo dimp chaokat un dra bennak a-raok...

a : N'eus ket amzer, pignit er bourzh ! Moaien a vo da zebriñ war vor

     leizh a draoù lipous am eus da derriñ ho naon.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 23

Pourmen se promener

Kuzhat (se) cacher

Riklañ glisser

Mervel mourir

Moaien moyen

Degas apporter

Butun (du) tabac

Alumetez (des) allumettes

Pesketa pêcher

Jonkenn° (où) jonque (s)

Kleñved maladie, mal

Kalm-gwenn calme plat (mer)

Keleier informations

Sioul calme

Chaoakat mâcher, "bouffer"

Pignat monter

Er bourzh à bord (bâteau)

Leizh a plein de (...)

Lipous alléchant


Kentel 24          

a : Petra 'h ez d'o'r 'vit an abardaez ?

b : Mann 'bet a-dres... Perak ?

a : 'Teus ket c'hoant da zont d'ar sine' ganimp ?

b : Peseurt film 'h it da welet ?

a : Ur film skiant-faltazi... "Euzhvill an egor".

b : N'an ket da welet se bepred... Lâret zo din 'oa null ken e oa.

a : Marteze 'walc'h... 'Deui ket neuze ?

b : Nann, gwelloc'h ganin chom amañ, 'h an da feriñ dilhad.

a : Petra ez ez d'ober evit an abardaez ?

b : Mann ebet a-dres... Perak ?

a : N'ec'h eus ket c'hoant da zont d'ar sinema ganimp ?

b : Peseurt film ez it da welet ?

a : Ur film skiant-faltazi... "Euzhvill an egor".

b : Ned an ket da welet se bepred... Lavaret ez eus din e oa null ken e oa.

a : Marteze a-walc'h... Ne zeui ket neuze ?

b : Nann, gwelloc'h ganin chom amañ, ez an da feriñ dilhad.

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 24

Pourmenadenn° promenade

Kannadenn° lessive

Lennadenn° (un brin de ) lecture

En em sikour s'aider

En em Gannañ se battre

Dougen porter

Teuler jeter, lancer

Abardaez soir (entre 17h et 21h)

A-dres de spécial, de valable

Film (où) film (s)

Skiant-faltazi science-fiction

Euzhvil (ed) monstre (s)

Egor  : espace

Null nul

Ken e oa "tellement que ça l'était", extrêmement

Feriñ repasser

Dilhad vêtements

Ez an = Ec'h an je vais

Ned an ket = N'an ket je ne vais pas


Kentel 25          

a : Deus p'lec'h 'maout 'tont 'giz-se ?

b : Deus mirdi an arzoù-kaer, un diskouezadeg taolennoù zo eno.

a : Un diskouezadeg taolennoù 'ba'r mirdi, biskoazh !

b : Kit da welet se 'lec'h ober goap, tal' ra 'boan...

a : Ni n'eomp ket d'ar mirdioù gwall alies, enoeüs 'kavomp se.

b : ...Da b'lec'h 'maoc'h 'vont gant ho kamera hag ho skornennoù ?

a : D'ar zoo. 'C'houlez ket dont ganimp ?

b : Nann, trugarez. Kavout 'ran hir ma amzer 'touez ar marmouzien?

a : Eus pelec'h emaout o tont e-giz-se ?

b : Eus mirdi an arzoù-kaer, un diskouezadeg taolennoù zo eno.

a : Un diskouezadeg taolennoù er mirdi, biskoazh !

b : Kit da welet se e-lec'h ober goap, talvout a ra boan...

a : Ni n'eomp ket d'ar mirdioù gwall alies, enoeüs e kavomp se.

b : ...Da belec'h emaoc'h o vont gant ho kamera hag ho skornennoù ?

a : D'ar zoo. Ne c'houlez ket dont ganimp ?

b : Nann, trugarez. Kavout a ran hir ma amzer e-touez ar marmouzien?

• Geriaoueg Oulpan2 Kentel 25

Sirk (où) cirque (s)

Staj (où) stage (s)

Aet parti, allé

Kempenn arranger, mettre en ordre, nettoyer

Deuit venez !

Kit allez !

Privezioù toilettes

Mirdi (où) musée (s)

Arzoù-kaer beaux-arts

Diskouezadeg° exposition

Taolenn° (où) tableau (x)

E-lec'h au lieu (de)

Talvout valoir

Enoeüs ennuyeux

Kamera (où) caméra (s)

Skornenn° (où) glaçon, glace (s), cornet (s) de glace

Zoo (ioù) zoo (s)

E-touez parmi

Marmouz (ien) singe (s)